|
kil-ha-troad hag eur gristenez eus an dibab ; eur vaouez eün ha dilorc'h a gar ar brezoneg evel ar brasa tenzor deuetd'ezi gant he zud koz, a bed evit ar re a wel o deus karantez evit he yez karet hag a zo doaniet pa lezer en he farrez keit ha keit all, leanezed ne ouezont ket deski galleg d'o merc'hed bihan hep o boaza da zilezel ar brezoneg evel ma vije graet ar galleg evit rei taol ar maro da holl yezou ar bed.
Chom a eure e Kerloarec betek ar bloaz 1910 ; neuze pa'z eas he breur kaer Yann Fransez Cousquer, warlaeziou, gant e tud, e teuas da jom da vourc'h Lambol, en unan eus an tiez a zo a-zehou da ziweza, war hent Landivisiau ; eno he devoa muioc'hik a amzer hag eno eo e savas andarn vrasa eus he skridou.
N'eus nemet lenn he gwerziou hag he marvailhou evit lenn betek goueled he c'halon a gristenez virvidik hag ha vreizadez didroïdell. Peurliesa he skridou a zo diouanet, steuenn, komzou hag all, en he spered ; a-wechou, koulskoude, ar steuenn a zo roet d'ezi gant he breur bihan evel evit al Laouenanig hag ar Voc'h Ruzig, pe gant he breur bras, evel ar Roue Gralon hag an Doktor Laennec ; a-wechouigou all he deus her c'havet e skridou gallek evel ar Gornandoned diweza, met ker mat e oar gwiska he steuennou ma n'oar ket evit nac'h e ro d'ezo holl eur stumm eus ar re vreizeka. Klevet ho peus bet lavaret ;
Eur bod skao Pa vez gwisket a vez brao !
Mari Anna a ouie gwiska he steuennou a-zoare ha setu perak e oa eur vestrez-skrivagnerez.
Estreget va barnedigez, hon eus war gement-se hini ar breur bihan a skrive kement-man d'e vreur bras diwarbenn gwerziou e c'hoar, d'ar 5 a viz gouere 1919 ; "Ar maout evit sevel gwerziou en hon amzer a jom gant an Aotrou Gwilhou ha gant c'hoar vras gant he Eostig Breiz-Izel, al Laouenanig ag ar Voc'h Ruzig, ar Baourez eurus ; n'eus ket a werziou freskoc'h ha lirzinoc'h e brezoneg eget ar re-man en deus an A. Perrot renket evit ma ne z aint ket da goll, en e Vuhez ar Zent ;
Lakit en hon liorzou bep bloaz kals a vleuniou Ha d'o c'hutuilh, en o c'haer, kals a vugaligou !
Etouez marvailhou Mari Anna, an hini a blije ar muia d'ar breur bihan oa Oremus hag e skrive kement-man d'e c'hoar ; "Eun dudi eo bet evidon lenn Oremus : Pa vezi war da du skriv ar pez a deuy en da spered, gwerziou pe marvailhou ; ne welan hini all ebet hag e tiverfe diouz e bluenn traou ker breizek ha da draou te ; skriv eta pa vezi war da du ha ro da voula ar pez a skrivi ; an dra-se a laka karet Doue hag ar Vro".
Ar varnedigez-se n'hell ket beza torret rak an Tad Abgrall a oa eur spered eus ar e lemma ha n'eo bet nemet da genta pe da eil keit ha m'edo oc'h ober e studi e Pont-Kroaz hag e-unan eo eur skrivagner brezonek eus an dibab ; evit her barn n'eus nemet lenn e gimiad da dud Lambaol hag e liziri d'e dad ha d'e vamm.
Y.-V. PERROT (da gendelc'her)
texte extrait du "Feiz ha Breiz" Genver-c'houevrer 1942
|
|