|
eget n'her grae : "Kaer eo ar vro-man "a skrive d'e vreur bras d'an 13 a viz genver 1904. "Met dreist an holl draou kaer a welan e lakan korn an oaled e Kerloarec, gant mamm azezet war he c'hador ha ni tu ha tu d'ezi hag ar vugale pelloc'hik, trouz ganto leiz an ti!"
Tec'het e oa dre garantez evit Doue ha ne deuas morse war e giz, met ma ne zistroas ket a gorf d'e vro, a spered e tistroas alïes ha dre e liziri d'e vreur bras ha d'e c'hoar wras e weler pegen stag ha pegen tomm e chome e galon ouz e vro ; o welet du-hont e bro Annam gwerziou kenta e c'hoar vras e welas pebez pluenn aour a oa en he dourn ha ne roas taol ehan ebet d'ezi ken na he gwelas stag da skriva a-zevri.
V - AR C'HROAR VRAS
Betek neuze Mari Anna Abgrall n'he devoa graet nemet sikour he zad hag he mamm en o c'hozni ha rei dourn d'he breudeur ha c'hoarezed da zevel o bugale.
An nied a gare kals o moereb rak ouspenn ma oa mat evito e konte d'ezo marvailhou kaer skrivet ganti war dammouigou paper a denne eus he godell ; pa zigoueze Gouel Nedeleg, Mari Anna a zave eur c'hraouig d'ar Mabig Jezuz ha neuze e veze reuket an nied hag an nizezed, e prosesion, evit mont ar c'hraou : er penn kenta unan eus ar botred a c'hoarie gant eun drompilh : re all a zouge peb a c'houlaouenn ; eun all ar Werc'hez ; eun all sant Joseph ; re all ar bastored hag an denved hag ar yaouanka a zouge ar Mabig Doue a veze laket da c'hourvez war ar plouz, ouz kan ar c'hantikou.
Ar breur bihan a ouie pegement a vad a rae Mari Anna e Kerloarec ha setu perak e skrive d'ezi : " Mantrus pegen kaer e kavan ar mammou a ra a-galon vat kement tra a zo dleet d'ezo ober ; pa vezin pab me o lakay holl war roll ar zent ha sentezed a rin ivez eus ar moerebezed-se ken tener a oar ober ker brao d'o zud koz hag a gendalc'h goudeze d'en em ankounac'haat o-unan o'ch ober vad d'o breudeur ha c'hoarezed ha d'ar bern nied ha nizered a leuni o zi ; eun dra gaer en deus krouet an Aotrou Doue p'en deus krouet ar moerebezed!"
Met pa ne raer nemet ober vad penaos ne vefed ket laouen ha pa vezer laouen penaos ne ganfed ket? Setu ar pez a zegouezas gant ar c'hoar vras ; Mari Anna he deus kanet ; kanet he deus he Doue hag e Breiz, nann evit beza meulet, met evit meubli, evel al labous a gan e sioulder ar maeziou, pa dro en e benn, hep beza nec'het pe e vezo klevet e gan pe ne vezo ket a seul-vui e kane ha seul-vui he breur bihan a boueze warni evit ma kanje muioc'h c'hoaz ha mat en deus graet poueza, rak d'ezan eo ha d'e vreur bras, eo ez omp dleour eus brasa skrivagnerez an XX vet kantved.
Nak a dud a zo bet evelse e breiz hag a zo chomet mut hag o divije komzet d'ar bed m'o divije kavet war o hent unan madelezus bennak da ziskouez d'ezo ar galloudegeziou a oa kuzet en o spered.
Epad pemp bloaz war nugent Mari Anna a skrivas hag e skridou a rae dudi lennerien " Feiz ha Breiz" hag he breur bihan, 4000 leo diouz ar gêr, n'oa ket an hini en deveze an nebeuta plijadur ganto, rak ma oa Mari Anna skouer ar Vretoned chomet e Breiz, Yann fransaïk oa skouer ar Vretoned a rank divroa ; n'oa ket evit ankounac'haat e vrezoneg, nak evit chom hep kemeret preder gant amzer da zont e vro ; darbaret e oa gant ar Bleun-Brug, gant "Feiz ha Breiz", gant kement hini a skrive er yez kaer en devoa desket war barlenn e vamm.
Evel he manm, he mamm goz hag he moereb koz, Mari Anna a oa eur Vreizadez penn-
|
|