|
eur gartenn eus kalvar Lambol, gant ar gwerziou koant-man warni :
Da botred vihan Sant Nouga Peb a bok start d'o c'halanna Ha bennoz ar Mabig Jezuz Ma vint bepred fur hag eurus. Tintin Lambol
Er bloavez warlerc'h pa voe roet priziou evit ar gwerziou koz a bennaoued hag ar gwerziou nevez a zaved, dastumadenn Mari Anna Abgrall he devoe ar priz kenta : priz an aotrou 'n Eskob Dubillard ha d'an deiz kenta a viz here 1906 he breur bras a skrive kement-man da grouer Gouel ar Bleun Brug : "Va c'hoar a zo deuet dec'h da Gemper d'am gwelet ; a-raok diblas eus Kerloarec he deus resevet he friz ; fouge bras a zo enni o veza bet da genta en eur seurt abadenn. Ar pez a garfen eo ho kwelet oc'h ober ho labour hoc'h unan hep beza darbaret gant bourc'hizien Kevredigez Broadel Breiz : ar re-se ne ouzont ket ar vrezoneg!"
Daou vloaz goude, pa zigouezas gant renerien ar Bleun-Brug ha renerien Kevredigez Broadel Breiz en em glevet evit ober o goueliou a-gevred e Plougastell, Mari Anna, d'he zro, d'an 9 a viz here 1908, a rae an hevelep goulenn : " Plijadur am oa bet e Plougastell, met lavaret a ranker eo kals bravoc'h gouel ar Bleun-Brug, anezan e-unan, graet gant gwir Vretoned eget neo a ar gouel-se gant bourc'hizien ha dimezelled dic'hizet ha ne oa ket eun hanter ousenn anezo hag a ouije ar brezoneg ; ar pez a oa brava ebarz, marteze, goude Dragon sant Pol, e oa merc'hed sant Nouga o werza krampoez e brezoneg !"
Met ma oa bet hentchet da vont war dachenn ar brezoneg gant he breur bras e oa broudet a zoare ivez da labourat war an dachenn-se gant he breur bihan Yann Fransaïk.
IV - AR BREUR BIHAN
Y. F. Abgrall, ganet e Kerloarec, d'ar 15 a viz meurz 1854, beleget d'an 10 a viz eost 1878, hanvet d'ar 16 a viz meurz 1879 da gure e Santez Kroaz, e Kemperle e lec'h ma reas anaoudegez gant A. Kervarker, tad ar Barzaz Breiz a voe galvet gant Doue da vont da brezeg ar Feiz d'ar broiou pell .
D'ar 25 a viz meurz 1887, an Tad Abgrall a bignas e kador-brezeg Lambol, da gimidia diouz e genvroïz ha da lavaret d'ezo kenavo ar baradoz ; a-raok kuitaat evit atao e barrez e pokas da leur iliz e vadiziant hag endra ma sone ar c'hleier en e enor ez eas da gemeret an tren ambrouget gant eun nebeut kerent ha gant e dad hag e vamm a ouie ervat ne weljent biken ken o mabig er bed-man.
Daou vloaz ha daou ugent a tlee chom da brezeg ar feiz e bro Annam, dindan heol tomm an Indez. Daouzek vloaz goude ma oa degouezet etouez e dud velen en devoa labouret ker mat, war o zro, ma voe anvet d'an 9 a viz gouere 1899, lez-vikel abostolik kreisteiz an Tonkin. Morse ne c'hoanteas dont ac'hano da ober eur bale d'ar gêr : "Gwelet e Vreiz en dro, emezan, a vije bet a-walc'h evit lakaa e galon da ranna."
Ma tec'has diouz e vro n'eo ket ma ne gare ket e dud ; n'helled ket hen ober muioc'h
|
|