|
deur bale dioutan, setu aze Kerloarec ; an hent da vont d'an tiegez-se a zo eun hent ha ne raer ennan nemet dispenn roudou ar zent ; dre eno e tremenas pevarzek kant vloaz a zo, sant Pol ha Kroaz Pol, Feunteun-Bol, koulz ha Koat ar Sarpant a gomz atao eus abostol bras Bro-Leon ; dre eno e tremenas ivez santez Anastas, merc'h Koat-Meur, ar verzerez yaouank, merzeriet gant he zad, war douar Lambol hag e vezer, bep sul, epad miz mae, a pardona e-tal he Feunteun Nevez. Ha nak a viliadou sent all a dremenas c'hoaz, dre eno abaoe.
Kerloarec, p'edo Lan Abgrall ha Mari Jann Wilhou, en e benn, gant o nao a vugale, oa brezoneka tiegez a oufed gwelet . Lan hag e bried a ouie lenn o levr oferenn ha Buhez ar Zent ; speredok bras e oant o daou, met ne ouient ger galleg ebet hag o bugale daoust d'ezo d'hen deski er skol n'o c'hleved morse ouz her c'homz ken etrezo, dishenvel bras war gement-se diouz ar c'hamambreou a weler breman ha kerkent ha m'o devez desket eur yez dishenvel diouz hini er gêr a vez mall ganto her ragachat heb ehan hag a deu zoken da gaout mez o komz yez o zud koz. Hag an tiegez-se a oa ker kristen ha ma oa breizat ; pep hini ennan a lavare e bedennou e tal e wele, kerkent ha ma veze savet ha diouz an noz e veze lennet. Buhez ar Zent ha lavaret, holl a-unan, ar grason, e tal an oaled ; an Aotrou Doue a vezo ken anavezet, ken karet ha ken servichet ennan, war a zizun ha ma veze en iliz parrez, da Zul. Setu aze eun tiegez hag e vezo ano anezan pell hag hir amzer, fak tri eus e vugale, Yann Vari, Mari Anna ha Yann Fransaïk, n'hellint ket beza ankounac'haet keit ha ma vezo tud e Breiz o komz brezoneg ; ar c'houec'h all a oa tud a zoujans Doue ivez, met kuzet int bet abred e sked an tri genta-mañ.
III - AR BREUR BRAS
Mari Anna Abgrall a oa bet ganet d'ar 16 a viz meurz 1850, e Kerloarec ; ouspenn ar skol vat a gavas er gêr, gant he zad. He mamm he eontred hag he moereb koz, epad ouspenn hanter kant vloaz - he zad a varvas e Kerloarec d'e zeitek vloaz ha tri ugent, d'an 11 a viz du 1896 ; e dri breur a oa marvet, en e raok, hag he mamm d'an 30 a viz eost 1906, d'he zri bloaz ha pevar ugent, - e voe hentchet war dachenn ar brezoneg gant he breur bras, Yann Vari ha broudet gant he breur bihan, Yann Fransaïk.
Yann Vari Abgrall, ganet e Kerloarec, d'an 21 a viz mezevzen 1846, beleget d'ar 14 a viz eost 1870, a varvas dean chalonied iliz-veur Kemper d'an 10 a viz mezeven 1926.
E soniou Breiz-Izel Fanch an Uhel, moulet er bloaz 1890, an diou zon genta a gavomp a zo diou zon bet dastumet gant an A. Abgrall, goude beza klevet e c'hoar vras, Mari anna, ouz o c'hana.
A-raok ar bloaz 1905, Mari Anna n'he devoa skrivet nemet diou zon ; unan da luskat ar vugale : Pa oan em C'havell, bihanig ! Kinniget d'he breur Yann-Fransaïk, he devoa bet lusket meur a wech hag hini ar C'hemener bet moulet war Erminig Breiz, er bloaz 1895.
D'an 12 a viz gwengolo 1905, pa voe savet goueliou kenta ar Bleun Brug, e Kastell Keryann, den ebet ne voa laouenoc'h eget Mari Anna Abgrall hag he daou vreur beleg o welet sevel hevelep goueliou.
Potred vihan Sant Nouga, dibabet da ginnig bodou brug d'ar re a oa deuet d'an arvest, a gane :
Kaer eo bleun-brug hol lanneier, Hejet dihejet o c'hleier : Kaeroc'h eo c'hoaz en hor genou, Soniou seder hor c'hendadou!
Ar pez a ziskoueze e oa savet goueliou keryann, dreist-holl, en enor d'ar brezoneg ha d'ar c'han. Da Nedeleg warlec'h, Mari Anna a zegasas da botred vihan ar Bleun-Brug
|
|