|
E pennad diweza e levr kaer : Krouidigez-Kembre a-vreman, Llewelyn Williams a skriv kement-man : "Mantrus eo he defe gellet yez koz ar vretoned chom beo c'hoaz, goude stourm evel m'he dues graet epad triouec'h kant vloaz ouz tri enebour ker galloudus ha ma 'z eo al latin, ar galleg hag ar saozneg ha p'he gweler studiet, skrivet ha lennet, breman muioc'h eget n'eo bet graet biskoaz, e ranker anzav ez eus aze eur burzud !"
Ya ! Eur burzud a zo, sur a-walc h, met piou en deus graet ar burzud-se ma n'eo ket an Aotrou Doue eo evit rei o gopr d'an tadou ha d'ar mammou o deus kendalc'het eus an eil rumm d'egile da gomz brezoneg c'houek ha brezoneg hepken d'o bugaligou war o barlenn. Dre zoujans avit o Doue ha dre garantez evit o zud koz.
Eur skouer, war gement-se eo bet, breman ez eus tri c hant vloaz, Yvon Nicolazic hag e bried Gwillamed ar Rouz ; Yvon, an hini a welas santez Anna, e bro Wened ha ne fellas ket d'ezan daoust pegen speredok e oa deski ar galleg « en aoun da goll e berziou mat a Vreizad ».
Eur skouer vat all, war gement-se eo bet Alan Abgrall hag e bried Mari Jann Wilhou, a oa o chom breman ez eus kant vloaz, e parrez Lambaol, e Gorre Leon. Daoust m'o dues kavet, en dro d'ezo, mor ar galleg o vennout o beuzi, o deus gouezet e lakat da jom a-zav, war dreuzou o zi hag en hent-se o deus miret, en e gaer, o spered breizat hag e laket da vleunia e ene o bugale.
Kaer o devezo renerien eur vro klask lakaat eur bobl da drei kein d'he yez, keit ha ma talc'ho an tadou hag ar mammou, ar yez a bado.
II - LAN ABGRALL HA MARI JANN WILHOU
Alan abgrall, mab da Yann Vari, daou vloaz ha tregont ha da Vari Anna Abgrall, a oa bet ganet e Kerloarec d'ar 4 a viz eost 1819.
Tri breur en devoa : Yann Vari, Yvon ha Yann. Yann Vari, ar breur hena, a yeas da veleg ; d'an 19 a viz gwengolo 1850 e voe hanvet da berson e Plougasnou ha d'an 28 a viz gouere 1862, da berson e Lanniliz ; eur vouez ker kaer en devoa ma voe leshanvet « eostig an ilizou » ; ben eo a lakeas ober iliz nevez Lanniliz ; troet e oa ouz traou Breiz hag etouez e levriou e kaved ar pez a krivas Pitre-Chevalier hag Aurelian a Gourson, war hor bro ; mervel a eure d'ar 4 a viz mezeven 1883 ; pa rae e studi, e vamm ne veze ket nec'het evit mont, war he zroad da Gastell Paol, da gas d'ezan bara heiz hag eun tamm amann ; d'he femp bloaz ha tri ugent ez ae c'hoaz, war he zroad, da bardona da zantez Anna Wened ; mervel a eure, e Lanniliz, e ti he mab d'he daou vloaz ha pevar ugent.
Alan, ar c'hosa eus ar bôtred chomet ar gêr a zimesas gant Mari Jann Wilhou hag a voe eureujet e Lambol d'ar 5 a viz genver 1845 ; merc'h kaer Kerloarec a oa bet ganet e Kerviliner er bloaz 1823 ; kollet ganti he zud ez-yaouank, e oa bet savet gant eur voereb koz d'ezi, Anna Wilhou, a oa o chom e Kerviliner, eur vreizadez penn-kil-ha-troad hag eur plac'h a zoujans Doue.
Yvon ha Yann a jomas da ober o fôtred yaouank koz hag a roas an dourn d o breur Alan da gas e diegez en dro ha da zevel e dorrad bugale.
Eun tiegez, war ar maez, kuzet etouez ar gwez, er reter da vourc'h Lambol hag eur c'har
|
|