Lampaul-guimiliau.com

webmaster@lampaul-guimiliau.com

Accueil
du site

Page
précédente

Page
suivante

Breiziz a ouenn vat
Marianna Abgrall
(1850-1930)


Doujans Doue ar ouenn-se a zo chomet roudou anat mat anezi, rak endra ma teue diskar er gouennou all, dre ma kollent o yezou, houman hepken n'he deus ket da c'houzanv enn hevelep gwalenn a zismantr.

(Sant augustin, e XVI vet leor Ker Doue, XI vet pennad, o komz eus Hebreiz.

I - AR WALENN A ZISMANTR

Ar spered kaer a zen m'eo bet Sant Augustin (354-430), a lavar, en nebeut geriou tennet eus e skridou a lenner uheloc'h, ez eo eur walenn a zismantr evit eur bobl dilezet he yez evit komz eun all ha n'eo ket he hini ha n'en em gav ar c'ho'l-se nemet gant ar poblou n'o deus ket a zoujans Doue. Kement-se a zo sklêr hag anat.

Dilezel he yez evit eur bobl a zo eun eienenn a zizunvaniez eus ar re vrasa, etre he bugale, henvel mat ouz an hini a darzas etouez bugale Noe pa vennjont, en o lorc'h, sevel tour Babel, gant e gern o pignat betek bro ar stered ha pa ne ouient mui penaos en em gemeret evit en em glevet.

Dilezel he yez evit eur lobl a zo eur gwall walenn rak an dra-se a zo dizenti a-grenn ouz perave gourc'hemenn Doue ha Doue ne harp ar poblou nemet hervez m'o gwel oc'h ober outan e lavarou.

Dilezel he yez evit eur bobl a zo  eur gwall walenn ivez, rak yez all ebet n'eo graet diouti, evel yez he zud kozh. An teod, ar staoñ, ar c'henou, a zo graet ker mat diouz eur yez a gomz eur ouenn dud abaoe ar c'hantevejou pella, ma 'z eus soniou a zistag tud ar ouenn-se ha ne deuy biken tud ar gouennou all a-benn d'o distaga kouls. Ar yez evit eur bobl eo he c han.
Ar benveg roet d'ezi da veuli Doue ha seulvui a yezou dishenvel a vezo er bed ha seul
Kaeroc'h e vezo ar veuleudi a bigno bemdez eus an douar wardu an nenv. Pep bobl a dle eta derc'hel d'he yez, evel ma talc'h pep labous d'e gan : an eostig ne'z a ket da glask kana evel ar vran.

Eur gwall walenn eo c'hoaz evid eur bobl dilezel he yez, rak eun diskaradenn eo eviti eus ar re wasa. Holl spered ar re goz a red, dreg an ar yez, e empenn ar vugale vihan, sklêr evel dour stivell ; eur wech kollet ar c'han ema kollet ar spered-se. Holl berziou ar re goz a red dre gan ar yez e kalon ar vugale vihan, hep gouzout d'ezo, hag eleiz a berziou mat o devoa hon tud koz-ni ha brao e vezo d'eomp ma vezomp kouls hag i ; eur wech kollet ar c'han ema kollet ar perziou-se.

N'eo ket souez eta en defe sant Augustin lavaret ar pez a lavar ha n'eo ket souez ken nebeut klevet eur zant all, kant vloaz war e lerc'h, sant Kadou, ar breizad, o lavaret uhel ar c'has en deus ouz "an deskadurez a zihentch an dud" hag an deskadurez a zihentch an dud, pehini eo' ta ken ma n'eo ket an hini n'eo ket diazezet war ar yez a deu d'eomp a-rumm da rumm abaoe amzer gosa hor gouenn.

Ha setu perak e tiskouez an Iliz, dre he oberou, he lezennou hag he c'hastizou pegement a zoujans he deus evit holl yezou ar bed ha n'eo ket evit gouzanv e teufe he beleien da waska unan pa unan anezo : anzao a ra zoken, dirak ar bed-holl  so d'ar veleien deski yez ar gristenien ha nann d'ar gristenien deski yez o beleien !

Met, ma ne c'heller ket tamall da Iliz Rom, ar gwaskerez a vez graet d'ar brezoneg, e c'heller anzav, koulskoude, ez eus meur a gant vloaz abaoe m'ema ar renadur gall, gant e lezennou, e skoliou  hag e holl dud e karg oc'h ober ar pez a c'hell evit mouga ar brezoneg e genou ar vretoned vihan ha daoust d'ar brezel hep paouez-se ar brezoneg a vev.

Accueil

Page précédente

Page suivante