|
Ar c'hount Arthur, en amzer ze, D'he zad ato a lavare E rage d'ezhan brezel braz Ha n'en devije Anastas. Setu hi lakaat a nevez En eum toull tenval, ar gezez, Ha roet d'ezhi eur mis amzer D'ober he zonj da rei he ger. Mes he mamm a gavas cousket Ar c'hount a Goat-Meur, he fried, Hag a laeras sioul an alc'houz Da leusker er meaz ar zants. Anastas, heb en em guzet, Er vengleuz a veze bepret, Rae brassa dudi he c'haloun A oa beza en orezoun Pa oue fin ar mis errvet, Ar c'hount Arthur a gar d'ar red Eun arme hag a ioa crenv braz Evet caout dre nerz Anastas Da genta, ez a d'ar c'hastell da giscleria d'he zad brezel; Rac ma renke caout anezhi Mad pe zroue e vije ganthi. He zad, n'ec'het ha leun a spount ; A redas d'he c'hlask prest ha prount; Mes ne gav nemet he zoudou; an toull tenval a voa goullou ; Kement a zroue a ioa ennhan Na savas neuze c'hoant ganthan Da laya he verc'h Anastas Mar he c'havche e plas pe blas. He c'haout a reas var he daoulis Oc'h adori he mestr divin, Hag, evel eur bleiz counnaret, Ractal en deuz he dibennet. He goad pur a redas kerkent En eur feunteun var bord an hent, Hag an dour, e leac'h tenvalaat, A deu dre vurzud da scleraat He mamm, ar c'helou pa glevas, En eur vouela a ziredas Da gichen he merc'h dibennet A oa dija he c'horf scornet. Kemenn a reas introunezet Evit ma vije lienet; Mes, da genta, 'barz er c'hastell E oue casset an dimezell. Arthur, ar c'helou pa glevas, D'an douar maro a gouezas; He gorf, casset da di he dad, A jom e castell ar Penhoat. A ben peder heur var'n ugent Tad ar zantes a vras en hent; Mont a eure da bell bro, Ha morse mui ne devras en dro. Setu ar fin euruz meurbet Euz a Anastas benniget ; Mes ar miraclou a deuz gret A zo en tu all d'am speret. Tud mud, tud dall, tud mac'hagnet, Tud collet gantho ar c'herzet, Tud seizet-oll ha tud bouzar, A zo brema var an douar, |
|
Lampaul-guimiliau.com |