|
Goude e reont ho reverans D'an assamble euz an noblans. An oll er zal a voa laouen, Mes Anastas e doa anken. He zad en devoa pourchasset Peb tra dija 'vit ar banket ; Mes he en he za a zavas, Ha d'he zad grons a lavaras. Ya zad me am euz eur pried Ha n'her chenchinn oc'h goaz ebet; Ar c'haera euz ar priejou Jesus va mestr ha va Aotrou. hen eo en deveuz va frenet, D'am zaveter he c'hoad scuillet; He bedi a ran deiz ha noz D'am recez en he varadoz. N'ez euz na baron, na markiz, Hag a rafle d'inn chene diviz; Eur vez e ve d'inn va zad ker, Canet eur c'hount dreist va zalver. He zad kerkent, eat en egar, A ordrenes gant he gounnar Lakaat he verc'h en eun dourel A ioa e goeled ar c'hastell Eno n'e doa evit beva Nemet dour hag eun nebeut fa; Mes hi, en eur bedi Dour, A voa ato joaviez ha gae. He zad a gassas d'he gwelet Eur zorcerez fall, milliget; Houma, der gomzou ar floura, A glask an tu d'he zouella. Mes Doue leun a drugarez, A douch caloun ar zorcerez Ha gant gwir glac'har d'he fec'het E oa d'ezhi gouela bepret Daoulinet dirac anastas, E ped anezhi gant feiz vraz Da obten pardoun evit hi C'hui vo velaouet », emezhi. Ar zantes humbl a respountas : « Doue ho recevo 'n he c'hras ; « Mes red e d'eoc'h mont ac'halenn « Da ober eur gwir binijenn ». Hi en he za trumm a zavas, Hag, en hent, kenta a gavas A oui ar c'hount o chasseal, Hag hen varzu ennhi ractal. Mes hi, heb rei d'ezhan amzer Da lavaret zoken eur ger : Red eo emezhi, heb dale, Lakaat ho merc'h e liberte. Hounnez eo ar feson guella, Hag ar feson an assura Da ober d'hezhi assanti D'ar c'hoant ac'h euz d'he dimezi. Ar c'hount o zistro d'he vaner, Ha d'he bried Santes Bider Ec'h hast affo rev an alc'houez Da zigeri var brinoez. Epad m'edo e liberte, E veze noz-deiz o vale, O velet an dud ankeniet, Raget gant a bep seurt clenvet. |
|
Lampaul-guimiliau.com |