Brema ez euz eun tri c'hant vloaz,

E reat ama miraclou braz;

Mes neuze e oue ordrenet

Na vije ar feunteun stanket.


Ar feunteun prest a oue stanket,

Mes goulsconde ne c'helljot ket

Coll ar zoursenn, a ioa creno braz,

Hag a red hirio 'vel biscoaz.


Mes abaez sonjal niveri

Ar burzuden zo great ennrhi,

Guelomp eun darn euz a vuez

Anastas geaz, ar verzerez.


Euz a Goat-Meur oa ginidic,

A lignez nobl ha pinvidic;

Mes an histor ne lavar ket

E pe amzer eo bet ganet.


Deut ma oue d'an oad a rezoun,

E oue douget d'an orezoun

Gant he mamva vad, Santes Bider,

Eun itroun vraz euz ar c'hanter.


Ho diou eta en em dennent

En eur vengleuz, e corn an hent,

Da bedi, eharz ar c'hoat

Ar verc'hez vari hag he mab.


Pa oue achu he femzee vloaz,

He sad ractal a lavaras

He rei da eur c'hount da bued,

Hag hen ar c'hount Arthur hanvet.


Hogen, hi e devoa goestlet

D'he Zalver Jesus he guerc'hdet,

Hag arc'helou-ze pa glevas,

He goestl kerkent a nevezas.


Ar c'hount Arthur, prestic goude,

Euz he gastell a ziblase,

A ziblase gant eun hast braz

Da zont da velet Anastas.


Ar c'hount Arthur a c'houlenne

Ro ti'r zantes pa ziskenne:

Peleac'h eta' ma'n dimezell?

Mes n'edo ket ‚barz er c'hastell.


Casset a oue neuze timat

Servicherien a bezz he zad

Evit he c'hlask da zimezi

Mes den ne gave anezhi.


Nemet he mamm ne c'houie den

Peleac'h edo gant he fedenn.

He mamm eta a redas prount

D'he c'hlask da zont da gaout ar c'hount.


Gant he mamm vad, santes Bider,

Anastas a zistro d'ar gêr,

Ha pa erru e tal an or,

Ar c'hount he reces gant henor.


Hir her salud gant peb respet,

Mes heb lavaret ger ebet;

Trist er c'hastell ec'h antreas:

Ar c'hount Arthur he remerkas.


He zad neuze, gant eun trein braz,

Euz he gastell a ziblasas

Evit cass kelou hed a hed

a zolanite an eured.


Tud ar c'hount Arthur da Goat-Meur

A den ivez abarz nemeur

Ha pa zigouezont er c'hastell,

E c'houlennont an dimezell.

webmaster@lampaul-guimiliau.com

Lampaul-guimiliau.com

Page suivante

Page précédente

Accueil

Page

suivante

Page

précédente

Accueil

du site